FANDOM

1,928,292 Pages

StarIconGreen
LangIcon
​'Kreiz An Dour

This song is by Dom Duff.

Morvranig on e beg an tour
Roeñv 'ta, dre ar vein
Un tour-tan unanig e kreizh an dour
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Dindan ma zreid karreg ledañ
Dizanv met, ur pezh mell tamm

Ma mamm n'eus lavaret din
Roeñv 'ta, dre ar vein
Arabat plegañ war da c'hlinn
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Ma glinn displeget, sonn ma c'hein
Tad ouzhpenne : dreb da lein

Nijet kuit ma c'herent war-zu Kerne
Roeñv 'ta, dre ar vein
Ac'halenn e klevan an arne
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Sant keverne, hanter kant lev
Hir an nijadenn, kreñv o stur

Chom a ran amañ un tu-all d'ar Mor
Roeñv 'ta, dre ar vein
'Tu amm ur wech all ez in
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Chom a rin amñ 'tall al lutig
Da ziwall ma neij, tomm ha flour